Glad ha Sevenadurioù
Dafar / kevelerezh
Bretagne Culture Diversité – Sevenadurioù
Breizh, sevenadurioù da lodenniñ... Bretagne Culture Diversité - Sevenadurioù zo ur gevredigezh hag a ginnig lakat dafar ha gouiziegezh a-zivout Breizh hag he sevenadurioù liesseurt en amen d’an holl.
Evit an dra-se e vez savet geti un troc’h ostilhoù : arloadoù hezoug, filmoù…
KUB
KuB, KulturBreizh, zo ur media enlinenn embannet get ar gevredigezh Breizh Créative.
Kinnig a ra KuB kantadoù a brogrammoù bleinskrivet, digoust ha “hirlost” : teulfilmoù, filmoù faltazi berr, arvestoù bev, filmoù bevaat, klipoù sonerezh a vremañ, lennadennoù...
KuB a laka anat an traoù a-leizh a vez krouet e Breizh, ur vro stad enni get he sevenadurioù, he yezhoù ha digor àr ar bed. KuB a skriv a-ziàr arzourion ag ar bed a-bezh é tremen dre Vreizh hag a-ziàr ar bed a-bezh dre hanterouriezh he arzourion veajour.
En ur bed é cheñch hag en deve da daliñ doc’h enkadennoù bras emañ rekis ar sevenadur, muioc’h evit biskoazh, evit empentiñ asambl un amzer-da-zonet kumun. KuB a verk mennantez ar vro àr tachennoù ar sevenadur hag ar mediaoù nevez.
www.kubweb.media/golfe-du-morbihan-vannes-agglomeration-coedition
Mediaouegoù ar Mor Bihan
E lec’hienn Internet Mediaouegoù ar Mor Bihan (ur rouedad 24 mediaoueg) e c’hellit sellet doc’h ar c’hatalog, gober anavedigezh get dibaboù ha taolioù-from al levraouegerion, lenn deiziataer an abadennoù. Dafar zo e stumm niverel ivez, evel ar VOD, al levrioù niverel pe ar c’hentelioù enlinenn.
Dafar dibar ag ar glad dizanvezel (videoioù, sonioù, skridoù, skeudennoù ha kement zo) a c’heller sellet doc’hte er mediaouegoù ivez, digoust hag hep koumanant.
KDSK
Dre ar brezhoneg pe dre ar galleg e c'hellit gwelet pegen puilh eo dalc'had arbennik KDSK diàr-benn Breizh, ar brezhoneg, ar Broioù Keltiek, ar glad sevenadurel… An danvez lennegel embannet e brezhoneg hiziv an deiz a ya d'ober un darn vras ag an dalc'had, digoret bras ivez àr lennegezh Breizh e galleg hag àr lennegezh ar yezhioù keltiek arall. E-tro 18 000 teul en holl a zo da sellet àr al lec'h, muioc'h evit 400 a gelaouennoù a zo diellaouet ivez. Niverelaat a ra KDSK skeudennoù, skritelloù ha teulioù kozh ag an domani foran evit pinvidikaat an dalc'had teuliaouiñ enlinenn dre Internet. Dre niverelaat an teulioù-mañ — dibaot pe re vresk alies evit bout dornataet — e vint anavet get an holl.
Tamm Kreiz
« Tamm Kreiz, deiziataer ar festoù-noz hag ar festoù-deiz, doareioù a-ziàr ar strolladoù, an arzourion, ar bagadoù, ar c’hevrennoù keltiek... ».
Petra Neue
Petra neue (Petra nevez) a vo 25 blez a-benn fin 2020. Krouet e oa bet ar gevredigezh evit bout ur rakstal ag al lañs sevenadurel er vro, evit e vrudiñ hag e gas àr-raok, dre ginnig stajoù, atalieroù brezhoneg, kan ha sonerezh (telenn, bombard, akordeoñs…) ha dastum er c’hornad.
Get ar gevredigezh e oa bet savet Gouel ar Roue Warog (diàr anv ar roue breizhat kentañ a Wened) get ar soñj aoziñ ur prantad pouezus en-dro d’hor glad dre liammiñ lañs sevenadurel hag ekonomikel, get skoazell oc’hpenn 120 kevelour.
Roue Waroch
Goude 25 blez emañ daet Roue Warog da vout ur gouel ha n’heller ket tremen hebioù dezhañ, ur gouel sevenadurel a galite, digor àr ar bed, àr sonerezh ar re yaouank hag àr ar muzik kanet e Breizh. Dre m’emañ ar sonadegoù hag ar stajoù e prizioù marc’hadmat e vez aesaet ar c’hejadennoù etre ar rummadoù oad dishañval. Setu m’emañ daet Roue Warog da vout ur gouel sevenadurel ha n’heller ket c’hwitiñ, ur gouel darempredet get mil arvester bennak, 12% anezhe é tont a ziavaez ar c’hwec’hkogn ha 23% a ziavaez Breizh istorel. En arbenn a skoazell Mor Bihan tolpad ha Rannvro Breizh e lakomp àr wel krouadennoù sevenadurel ag ar vro, ar pezh zo a bouez evit ma chomo hor glad sonet ha kanet a-feson.
252 a dud zo ezel ag ar gevredigezh, en o mesk 45% a Bleskob, 40% a Wened ha 25% a labour er-maez a vro Gwened. Ha just a-walc’h e oa bet un den yaouank a youl vat é estlammiñ en ur lâret e oa daet Roue Warog da vout gouel broadel Bro Gwened.
Radio Bro Gwened
Ur Radio Bro hollek ha divyezhek zo anezhi, ma labour kazetennerion, animatourion a vicher hag animatourion a youl vat, a bep seurt oad, evit skigniñ doare ag ar gwirvoud tostañ hag hep disoñjal hani.
Adkavit RBG e burevioù Ti ar Vro, Straed al Lezenn, e Gwened.
Plum'FM
Plum'FM a zo ur radio gevredigezhel bet savet 30 vloaz zo en IME Pluveleg. Hiziv an deiz e vez kaset en-dro get 40 animatour.ez bennak a-youl-vat, ur C’huzul-meriñ ennañ 12 ezel ha 6 implijad.ez pad. Skigniñ a ra ar radio 7 devezh àr 7 ha 24 eurvezh àr 24, àr gwagennoù mat ar frekañs 102.1 ha dre al lec’hienn internet plumfm.net. Selaou Plum'FM a zo kement ha skoazelliñ ur media mod arall, frank, emouestlet, stad ennañ get e ziforc’hioù ; ur media ag ar vro savet genoc’h hag evidoc’h. Adkavit kronikennoù plum’fm :
|
Plum’FM é eune radio souétiere qi fut crayée à l’IME de Pieumelè ni’a 30 an d’ça. Anet, ni’a pu d’touéz douzene d’animou.ere benvoulant.e, ni’a un consail de menerie de 12 membr, e pés c’é etou eune demi-douzene de monde gaijë. La radio evâille séz programe ao long de la journée e ao long de la smene su lz’onde du 102.1 e su l’emplla plumfm.net. Plum’FM assure eune mission sociale entour de yèle péq’o aqheuille 3000 bone jens châqe anée e o couvere 500 evénment den l’paiz. C’é eune radio-laboratouère ouvèrte à tertout. C’é eun’endret de dizance (espréssion) come i’enn a pâs ghere, eune’endret den la campagne, qi cerche à sèrvi le téritouère e séz dmeurant. Plum’FM assure eune mission sociale entour de yèle péq’o aqheuille 3000 bone jens châqe anée e o couvere 500 evénment den l’paiz. C’é eune radio-laboratouère ouvèrte à tertout. C’é eun’endret de dizance (espréssion) come i’enn a pâs ghere, eune’endret den la campagne, qi cerche à sèrvi le téritouère e séz dmeurant. Ecouter Plum'FM, c'est soutenir un média alternatif, libre, engagé, fier de ses différences; c'est soutenir un média local fait par et pour vous. Erterouéz léz croniqe de plum'fm :
|
Emglev Bro Gwened
« Emglev Bro Gwened » a dolp kevredigezhioù sevenadurel breizhek a vro kêr Wened evit labourat asambles àr-dro diorren, harpiñ, brudiñ ha skigniiñ sevenadur Breizh e kement stumm a zo, ar brezhoneg en o mesk. Aesaat a ra ar genskoazell, ar c'hehentiñ hag ar c'henober etre e izili.
Kefridioù an emglev :
- Tolpiñ obererion sevenadur Breizh.
- Dileuriiñ kevredigezhioù sevenadurel Breizh, kendiviz / aliiñ.
- Brudiñ obererezh ar c’hevredigezhioù ezel : Lizher-kelaouiñ, lec’hienn Internet.
- Roiñ lañs da oberoù kumun ha neveziñ.
- Kas sevenadur Breizh àr-raok dre hor c’hornad-bro : raktres bro hag e Ti ar Vro, koulzad sevenadurel...
- Treuzkas : kentelioù brezhoneg, abadennoù er skolioù, predegennoù,…
« Emglev Bro Gwened » a stroll kevredigezhioù sevenadurel breizhek eus bro Gwened evit labourat asambles war diorren, harpañ, brudañ ha skignañ sevenadur Breizh e kement stumm a zo, ar yezh en o mesk. Aesaat a ra ar c'henskoazell, ar c'hehentiñ hag ar c'henober etre he izili.
Diàr an 31 a gevredigezhioù ezel ag Emglev Bro Gwened, 9 zo staliet e Ti ar Vro : Babigoù Breizh, Bodadeg ar Sonerion Bro Gwened, Dazont ar Glad, Diato Folies, Skol-Uhel ar Vro, KDSK (kreizenn dafar sevenadurel keltiek), Mignoned ar brezhoneg, Radio Bro Gwened ha Stumdi.
www.facebook.com/tiarvrobrogwened
Ti ar Vro – Ti sevenadur Breizh e Bro Gwened
Emglev Bro Gwened a dolp kevredigezhioù sevenadurel breizhek e kornad-bro kêr Wened evit bout asambl é tifenn, brudiñ ha skigniñ sevenadur Breizh, e kement stumm a zo, ar yezh en o mesk, evit aesaat ar genskoazell, an darempred hag ar c’henober etre e izili.
9 c’hevredigezh diàr an 31 a zo ezel ag Emglev Bro Gwened zo staliet e Ti ar Vro :
Babigoù Breizh, Bodadeg ar Sonerion Bro Gwened, Dazont ar Glad, Diato Folies, Skol-Uhel ar Vro, KDSK (kreizenn dafar sevenadurel keltiek), Mignoned ar brezhoneg, Radio Bro Gwened ha Stumdi.
www.facebook.com/tiarvrobrogwened
Mignoned ar Brezhoneg
Ur benveg evit ar brezhoneg. Mignoned ar brezhoneg zo e servij ar gevredigezh keodedel hag ar bed ekonomikel evit brudiñ ar brezhoneg.
Dait da welet Mignoned ar Brezhoneg e Ti ar Vro, Straed al Lezenn, e Gwened.
Dastum
Dastum, saveteiñ, treuzkas ar glad dre gomz e Breizh a ra ar rouedad puilh a gevredigezhioù a genlabour evit meriñ an dastumadurioù graet get kantadoù ha kantadoù a zastumerion abaoe 50 vlez zo pe dost (sonennoù, kontadennoù, mojennoù, sonerezh, danevelloù buhez…). Ingal e embann Dastum oberennoù dave a-zivout ar glad dre gomz (levroù, CDoù) hag ur gelaouenn he anv Musique Bretonne ivez. »
Ofis Publik ar Brezhoneg (OPAB)
Un Diazezadur Publik a Genlabour Sevenadurel (DPKS) zo anezhañ. Un aozadur ofisiel eo, bet savet get ar Stad, Kuzul-rannvro Breizh, Kuzul-rannvro Broioù-al-Liger ha kuzulioù-departamant Penn-ar-Bed, ar Mor-Bihan, Aodoù-an-Arvor, an Il-ha-Gwilen hag al Liger-Atlantel.
Brudiñ ar yezh hag he skoazelliñ d’em zispakiñ àr holl dachennoù implij ur yezh zo e-mesk e gefridioù pennañ.
Kenleur
A-c’houde 1950 e ra Kendalc’h àr-dro kevrediñ razh an obererion a bled get sevenadur Breizh evit ma pado en amzer. Derc’hel d’an talvoudoù, d’ar gouiziegezhioù, o lodenniñ get re arall evit ma vo treuzkaset an hêrezh-se ha ma emdroio a-unvan er gevredigezh a vremañ. 70 vlez zo e vez Kendalc’h é tastum hag é studial, hag ur c’hevread dave eo evit kement tra a denn da Glad Sevenadurel Dizanvezel Breizh hag an dañsoù hengounel dreist-holl.
Ne servij da netra berniiñ ma ne vez ket korvoet frouezh an enklaskoù, dre o embann peotramant dre ober gete evit kenderc’hel get chadenn ar c’hrouiñ, ar pezh hon laka dre ret da stummiñ hon izili evit ma vint mistri àr ar chemet hag an teknikoù : « bout gwriziennet don zo gelliñ tapout awen en douaroù kozh. »
Ha dre m’emañ ken pouezus arall dizarbenn an traoù, e lakomp bec’h àr ar c’helaouiñ d’an holl hag an treuzkas, dreist-holl trema ar vugale, hag int piaouerion hor sevenadur... Embann a reomp teulioù pedagogel hag a c’hell bout implijet er skolioù. Hag àr-lerc’h e vo « da bep unan, pa vo daet ar c’houlz, da glask gouiet pe da chom diouiziek ».
Kendalc’h n’eo ket ur framm emvastiñ, e lec’h en deus er Geoded, en arbenn ag e nerzh kinnig, dre ma krou liammoù sokial ha ma tifenn e dalvoudoù. Soñjet eo hon obererezh evit padout, evit ar c’hendalc’h na petra ‘ta.
Ar Gouren
« Bodadeg ar Gouren zo ur c’hevread sport da vat »
Ur sport a-gozh eo ar gouren ha gouiet ec’h eus e emdroiñ evit ma tay da vout ur sport modern, just-evel ar sportoù emgann arall. Un hêrezh eo ag hon hendadoù kelt hag un elfenn hollbouezus a sevenadur Breizh. Bodadeg ar Gouren zo karget da dreuzkas ar sport-se d’ar rummadoù hiziv hag àrc’hoazh evit ma c’hello padout. Dre gendiviz emañ dileuriet Kevread Frañs ar Gouren get ar ministrerezh evit stil gouren Breizh hag e Bodadeg ar Gouren emañ bet fiziet an emrenerezh hag ar garg da veriñ ar stil-se.
Ar gouren, sport ha c’hoari a-gozh e Breizh, a c’heller pleustriñ e Gwened, e Sant-Nolf... peotramant pa vez kinniget abadennoù diskouez ha tañva get Bodadeg ar Gouren.
An dud a vicher e bed ar sport a c’hell goulenn stummadurioù : Ti ar Gouren.
- Le Gouren en numérique sur bcd.bzh
- La Fédération de Gouren sur www.gouren.bzh
- La Fédération de Gouren sur www.gouren.bzh
- Le Gouren en numérique sur bcd.bzh
La FALSAB
Savet e oa bet ar F.A.L.S.A.B. e 1930 ha troet e oa bet en ur c’hengevread er blezadoù 1990. Ar seurt « Kenvodadeg c’hoarioù ha sportoù hengounel Breizh »-se zo enni un tregont framm ezel bennak hiziv an deiz :
-
Bodadoù ha Kevreadoù c’hoarioù ha sportoù hengounel,
-
Frammoù àr an dachenn sokiosevenadurel, touristel hag àr dachenn an deskadurezh pobl,
Mont a reont razh d’ober ur rouedad strewet dre bemp departamant Breizh ha kornad-bro Pariz.
Pal ar c’hengevread zo brudiñ razh c’hoarioù ha sportoù hengounel Breizh (c’hoarioù bouloù, paledoù, kilhoù ha c’hoarioù diàr ar maez), harpiñ izili ar rouedad evit kas an diskiblezhoù àr-raok. Ezel eo a veur a framm sport rannvroel hag a bled get sevenadur Breizh ; ur park dudi en deus ivez, hag a zo gouestlet da c’hoarioù hengounel Breizh, e anv « Louarnig Park, skluz c’hoarioù Breizh », bet digoret e miz Ebrel 2018 er Mor Bihan.
Meur a raktres a vez kaset àr-raok get ar FALSAB er mare-mañ, evel lakat an UNESCO da enskriviñ ar c’hoarioù hag ar sportoù hengounel àr marilh gwellañ pleustroù ar Glad Sevenadurel Dizanvezel, a-gevret get meur a vro ag Europa.
www.facebook.com/confederation.falsab
Bali Breizh / Frañs 3 Breizh
Adkavit razh abadennoù Bali Breizh e france3-regions.francetvinfo.fr/bretagne/emissions/france-3-breizh
Breizhoweb
Brezhoweb zo ur chadenn skinwel digoust dre Internet. Skigniñ a ra programmoù hollek e brezhoneg, istitlet darn anezhe e galleg.
A-hed ar blez e kinnig Brezhoweb kantadoù a brogrammoù e brezhoneg evit an holl : tresadennoù-bev, filmoù sinema, stiradoù skinwel, filmoù-bevaat, programmoù pedagogel, talk-shows, teulfilmoù, c’hoarioù skinwel, magazinoù sonerezh ha sevenadur ha sitkomoù e brezhoneg zoken.
Edan kevrat get Kuzul-meur ar c’hleweled emañ ar chadenn skinwel Brezhoweb ha mont a ra en-dro get skoazell rannvro Breizh ha meur a zepartamant a Vreizh.
Noz-deiz e c’heller gwelet programmoù ar chadenn e lec’hienn Internet Brezhoweb
Ar Skol Departamantel
E miz Gwengolo 2007 e oa bet digoret kevrenn sonerezh hengounel Skol Departamantel Kêr Wened.
A-c’houde he digoradur, get kenlabour Bagad Melinerion Gwened, ec’h eus bet krouet liammoù get a bep sort obererion sevenadurel breizhek a Wened (Bagad, Kevrenn geltiek Gwened,..) hag an tolpad-kêrioù (Roue Warog, Kreizenn Sokiosevenadurel an Elven, bagadoù,...).
Er gevrenn-se ec’h eus àr-dro 120 skoliad a gemer kentelioù akordeon, bombard, binioù, taboulin sklent skosat, kan, treujenn-gaol, binioù-bras, telenn geltiek, small pipe hag uillean pipe, àr donioù breizhat, skosat hag iwerzhonat.
Kevrenn sonerezh hengounel ar skol departamantel a venn bout un oberour sevenadurel oberiant evit lakat he hêrezh da veviñ en he stummoù kozh ha nevez hep ankouaat monet davet ar sevenadurioù hengounel daet ag an enbroiñ pe davet sonerezhioù arall kelennet er Skol Departamantel.
www.mairie-vannes.fr/conservatoire
GWENED MELL-DROAD IWERZHON
Klub Gwened Mell-droad Iwerzhon a oa bet savet e miz Eost 2008. Labourat a ra ar gevredigezh evit brudiñ ha diorren mell-droad Iwerzhon e douar Gwened.
Ezel eo a Gevread Mell-droad Iwerzhon, edan bleinerezh ar GAA (Gaelic Athletic Association) hag a ver an holl gluboù en Europa dre an ECB (European County Board).
Maskotenn ar c’hlub zo un toukan, an evn hag a zo arouez ar merk bier brudet ag Iwerzhon, Guinness. Liv prun ha liv orañj eo livioù ar c’hlub.
Er pleustr : bep sizhun e vez gourdonadegoù gant ar c’hlub ha kemer a ra lod e krogadoù a vignoniezh hag e tournamantoù a bep seurt, evel re Kevre Breizh Mell-droad Iwerzhon.
Degouezh a ra dezhoñ aoziñ pe kemer perzh e krogadoù, eskemmoù ha stummadurioù àr Mell-droad Iwerzhon (Stummadurioù gourdonerion, tredeogiezh, deskoni hag abadennoù er skolioù…).
Bagad de Vannes
Bagad Gwened zo da gentañ razh un avantur denel. Hini hogozik 300 ezel hag a laka ar gevredigezh da veviñ dre o engouestl evit aoziñ ha kas ur yoc’had oberoù da benn, pe dre gemer lod er pleustradegoù hag en abadennoù sonerezh dirak an dud. Bagad Gwened zo engouestlet kaer er vuhez sevenadurel ha kevelet get meur a abadenn aozet er vro. Dre e sonaozennoù e kinnig dimp gober anavedigezh get sevenadur Breizh. Bec’h a laka Bagad Gwened é stummiñ sonerion, rak birvidik e chomo ar gevredigezh keit ha ma vo gellet kas ar skol sonerezh àr-raok evit kenderc’hel da bleustriñ sonerezh Breizh. Bagad Gwened a oa bet anavet e dalvoudegezh foran e 2017. An anavezadenn-se he deus roet kred hag enor d’ar strivoù bet graet hep ehan e-pad 60 vloaz e servij sevenadur Breizh. Dre m’eo ar gevredigezh nemeti er c’hornad hag he deus bet an anavezadenn-se e red he brud e kêr Gwened, en tolpad-kêrioù ha zoken dre Vreizh a-bezh ha gwell-a-se evit razh ar bagadoù.